Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Le ventre d'Ivi Kromm
28 décembre 2008

C'mon, explode.

Tangi (remasterisé)

Ha n'out ket prest, paotr a skiant,
Ha n'out ket prest da 'n em rannañ?
Da rein diouzhit, just 'tamm bihan,
D'ar re 'zo vitout ho kanañ?

Ale, ale, butun ha tan!
Deomp 'ta hon daou er wenojenn
Da dastumm bleuñv, keuneud ha man
Ha kiklañ brav ar murioù gwenn.

Na pez ket aon, paotr a skiant,
'Vefomp skuizh 'n eil gant egile!
Larfomp ket hon seizh sakramant
'Vit mont da gousket barzh en ur vez.

Ma 'n omp stagomp toud asambles
'Vo ket gant chadennoù ponner
'Vo ket gant mann 'bet met gant nerzh
Da vont en hent kreñv ha seder.

Ale bez prest, paotr a skiant,
Lez plas 'vitomp, bez 'zo 'vitout
Pell 'zo breman ec'h anvean
Ar pezh 'teus ezhomm, ale, prest out?

Setu'r yaouankizoù diac'hen
Sioul an traoù ! Ro ur santimant,
War'l lennig, kasomp ur wagenn
Laoskomp a-gostez : an arc'hant.

Laoskomp a-gostez: kasoni,
Skuizhder, glac'har, ha klenvedoù
Vo ket plas 'vite barzh hon zi
Leun a vuzik hag a c'hoarzhoù!

Dre belec'h kregiñ kamalad?
Tangi! Soudardig ma c'halon
Ma n'eo ket aet ar vag d'ar strad
Deus 'ta bremañ davedon.

11/12/08 . C'mon c'mon.

Publicité
Commentaires
Publicité
Derniers commentaires
Archives
Publicité