Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Le ventre d'Ivi Kromm
13 août 2008

Difiñv

Difiñv, difiñv,
Nebeutoc'h nebeutañ
E sav, e striv
E teu betek amañ

Didrouz, didrouz
Nebeutoc'h nebeutañ
E c'hoarzh, e vouz
E ro he santimant

Distabil, distabil
Deus kador da wele
War-raok, war-gil
Da lazhañ an tele

Diboell, diboell
Ar sonjoù, ar c’hoantoù
Gorrek ar sell
Ha warc’hoazh 'divuno

Didalvoud, didalvez
Ha skuizh…
Gorrek ar sell
Dispi ar sell
Ha skuizh…

Koulskoude ‘meus gwelet ‘beure-mañ
Pa meus tapet da dorn barzh ma hini
Koulskoude moa gwelet sur on
‘N ez lagad ul luc’hedenn a vuhez
Ha te ta stardet ma dorn ivez,
Ya te ta stardet ma dorn ha war da dremm
Marteze
War da dremm,
Ur mousc’hoarzh
War da dremm,
Marteze
N’on ket kad da gavout ‘nezhañ ken
Koulskoude
M'a gwelet sur on,
Ur mousc’hoarzh
War da dremm,
Pelec’h mañ da vousc’hoarzh?
Pelec’h mañ da vousc’hoarzh?

Pelec’h ‘mañ Mamm-Gozh daonet
Ar plac’h krenv a anvezen
Ar plac’h joaius leun a vuhez
A lampen war he c’hein ?

Petra ‘zo c’hoarvezet Mamm-Gozh,
Petra ‘zo kaoz?
Petra ‘zo kaoz ac’h ‘out difiñv…

Difiñv, difiñv.
Difiñv, difiñv.
Difiñv, difiñv…

Terminé le 5/8/8, Kerinou

Publicité
Commentaires
Publicité
Derniers commentaires
Archives
Publicité